RSS
A-  A  A+

Ar gevelladennoù

G11. les jumelagesGevellet eo Plouzane gant 4 c'hêr en Europa :

  • Abaoe 1982 gant Kilrush, e Mervent Bro Iwerzhon. Sant Sane a oa ur manac'h iwerzhonat eus ar Vvet kantved, hag a zo diazezer parrez Plouzane, a oa genidik eus Kilrush ha douaret war enezenn Scattery.
  • Abaoe 1991 gant Stelle, e Norzh Bro Alamagn, e-barzh land Niedersachsen.
  • Abaoe 1996 gant Pencoed, e Su Bro Gembre, e kornôg Kerdiz.
  • Erfin, abaoe 2003, gant Ceccano, a zo ur c'hant kilometr bennak er Su da Roma.

E 1987 e oa deuet ar gevredigezh «Plouzane-Kilrush » da vezañ « Ofis Evit an Eskemmoù e Plouzane-Kengor gevellerezh» (OEEP). Abaoe 1999, ez eus un emglev a lak an darempredoù etre ar

gêr hag OEEP da vezañ ofisiel. Pal ar c'hengor gevellerezh a zo harpañ ha kenurzhiañ an eskemmoù a vignoniezh etre Plouzane hag ar c'hêrioù europat a zo gevellet ganti, en ur zelc'her an darempredoù hag an eskemmoù war tachennoù ar sevenadur, ar familhoù, ar skolioù ar sport, pe an ekonomiezh.

Aozet e vez gantañ emgavioù, beajoù ha kejadegoù gant ur spered a emglev hag a genskoazell. An degemer a vez graet er familhoù e-pad ar beajoù. Skoazellet e vez gant ar c'hengor an holl obererezhioù a gustum harpañ ar peoc'h hag an emglev etre ar pobloù.

OEEP a labour a-gevret gant ar gumun, ar c'hevredigezhioù hag ar frammoù ofisiel evit aozañ obererezhioù niverus : donedigezh dileuridi eus ar c'hêrioù gevellet, eskemmoù skol, lidoù pe diskouezadegoù resis, beajoù tud Plouzane d'ar c'hêrioù gevellet, nozvezhioù plijadurus war danvezioù a denn d'an eskemmoù sevenadurel.... Aozet e vez gantañ ivez kentelioù evit dizoloiñ yezhoù ha sevenadurioù Alaman, Italia hag Iwerzhon.

Evit gouzout muioc'h :

www.jumelage-plouzane.org

Evit mont e darempred

Prezidant : Aotrou Jacques Guillerm This email address is being protected from spambots. You need JavaScript enabled to view it.

Liammoù all :

Le site de Kilrush
Le site de Stelle
Le site de Pencoed
Le site de Ceccano