War aochoù Plouzane e kaver gweledvaoù dispar war mulgul lenn-vor Brest, ledenez Kraozon, tour-tan ar Minou, kreñv an Delleg, pe an donvor. War ar maez ez eus ur glad pinvidik : feunteunioù, manerioù bihan, kroazioù, chapelioù, hentoù bale,...
E kêr Plouzane e kaver an aveoù ret evit degemer an holl : servij liesdegemer evit ar vugaligoù (magouri ha diwallerezh), 4 skol bublik ha 2 skol brevez, 3 skolaj, liseoù Brest aes da dizhout, aveoù evit ar sport hag ar sevenadur,... Ar vuhez ekonomikel, startijenn ganti, zo liesseurt. Ar bed kevredigezhel zo kreñv ha birvidik ha kinniget e vez un dibab bras a obererezhioù dorn, sport, pe spered, hag ivez servijoù niverus.
Gant ur glad naturel ha savet ken pinvidik, Plouzane, être kêr, ar maezioù hag ar mor, zo ur gêr a 12 000 den, brav bevañ enni.
Titouroù douaroniezh :